facebook facebook facebook facebook

Ar Strilherezh Warenghem :

Evajoù speredus deus Breizh abaoe ouzhpenn kant vloaz.

1900 : Savet ar stal gant Léon Warenghem

Warenghem, nag un anv iskis evit Breizhiz ! Warenghem eo anv ur familh deuet deus Norzh Pas de Calais e 1900 da Lannuon, tost da Aod ar Vein Ruz.

E fin an XlX kantved e oa deuet ar familh Warenghem a orin deus norzh Bro C'hall d'en em staliañ war bord al Leger e Lannuon e kreiz Bro Dreger hag Aod ar Vein Ruz. Krouet e oa bet ar strilherezh gant Leon, ar patriak, hag e produ kentañ an « Eliksir Arvorik » a oa deuet da vezañ brudet-tre en tu all da harzoù Breizh buan a-walc'h goude. Arbennikaet e oa ar strilherezh war dachenn al likorioù frouezh ha plantennoù er penn kentañ. A-hed ar bloavezhioù e oa deuet da vezañ brudet-tre evit kalite hec'h evajoù speredus dre genderc'hel gant an hengoun ha gouzout-ober Breizh.

Adalek 1901, an « Eliksir Arvorig », ur mesk peurlipet, fardet gant 35 plantenn, en deus graet berzh ha gounezet meur a briz e 1901 hag e 1902 e diskouezadegoù hollvedel BREST ha BOURDEL ha war lerc'h er bed a-bezh, dreistholl en tu-all d'ar mor bras.
Gwerzhet e vez bepred, ur c'hantved goude, ha plijet e vezer c'hoazh gant e vlaz hoalus e-touez ar gwellañ likorioù plantennoù.

Ar c'hresk

Un afer familh eo ar strilherezh-mañ. Mab Leon, Henri e anv, a gemeras an afer war e lerc'h e 1919 . Kenderc'hel a reas al labour graet betek neuze met liessaat a reas ivez ar produioù gant likorioù nevez : ment , kastrilhez-du pe c'hoazh kirsch ; A-benn neuze e voe anavezet ar strilherezh gant ar c'hroserien hag ar werzherien gwin e kornôg Bro-C'hall. Deus ur strilherezh lec'hel e oa deuet da vezañ ur strilherezh likorioù rannvroel. 

Deus Warenghem da Leizour 

Adkemeret e oa bet ar strilherezh gant Yves LEIZOUR hag e 1967 e oa kevelet gant Paul-Henri Warenghem, trede rummad ar familh orin. O klask gwellaat o froduioù atav hag evit tennañ gounid deus puilhder douaroù Breizh o doa dibabet dilojañ ar strilherezh deus kreiz-kêr Lannuon da Rest Avel gant e vammenn a bourvez dour pur ha sklaer-tre. Breizh zo gwall vrudet evit Sivi Plougastel? Deus ar c'hentañ e vo evit ober likor. Tamm ha tamm e oa aet ar marc'had gant ar gourmarc'hadoù.

Chomet e oa an afer e-barzh ar familh. E 1983 e oa Gilles, apotiker a-vicher ha mab da Yves, en doa kemeret penn ar strilherezh. Krouet en doa ar chouchen Melmor e 1984, ar muiañ gwerzhet e Bro C'hall bremañ.

Krouidigezh wiski Breizh

Met ar menoz dispar, ar reveulzi vras er strilherezh Warenghem a oa bet krouidigezh ar c'hentañ wiski breizhad ha gall e 1987. Ijinet e oa bet gant Gilles Leizour skoazellet gant Bernard Le Pallec, rener ar gwerzhioù, ur blend nevez, ar WB. Ar single malt kentañ a oa deuet da heul e 1998, an Armorik. Ar sevenadur keltiek, an temz-amzer hag an terouer zo boutin d'ar vreizhiz ha d'o c'hendirvi iwerzhoniz ha skosiz. Merket gant amzer c'hleb ha tourmantoù an Arvor e tispak ar perzhioù breizhad e-barzh ar wiskioù aozet gant evezh gant Gilles Leizour . Gounezet eo ar bariadenn arvarus gant Wiski Breizh, er penn a-raok emañ ar strilherezh Warenghem war marc'had ar wiskioù gall.

An terouer hag al likorioù

Ken tost eo ar Strilherezh ouzh ar glad lec'hel evit ouzh an enklask war nevezenti evit plijout d'an amatourien likorioù figusañ. Gant mar eo an avaloù frouezh a vez kavet stank e Breizh, e oa bet krouet al Lambig Fin Breizh AOK er bloavezhioù 90 ha war-lerc'h an Avaleg AOK. Dek vloaz goude en doa kinniget ar Strilherezh ar bier Diwall, hag adlañset e oa bet neuze hengoun ar breserezh e Lannuon.

2010 : Digeriñ war an estrenvro

E 2009-2010 e oa bet ur c'hammdro e diorren ar Strilherezh. Betek neuze e oa troet da vat war-du ar gourmarc'hadoù ha neuze he doa divizet ar Strilherezh astenn he dibaboù-produioù evit kendrec'hiñ amatourien ar bed-holl. Produioù ar Strilherezh, da gentañ Wiski Breizh ha Lambig Fin Breizh Gilles Leizour, a vez gwerzhet bremañ en darn vrasañ deus broioù Europa hag ivez er Stadoù-Unanet, er C'hanada, er Japan ha betek en Aostralia zoken.

Ur skipailh tud a-vicher entanet

E skipailh ar Strilherezh ez eus bremañ 16 den gopret evit aozañ evajoù speredus breizhat a galite uhel. Ma teuit d'ober un dro en hor bro gaer, deuit da welet ac'hanomp. Gant plijadur e kontimp deoc'h karantez hor micher.


QR code

Recently Viewed

No products
Top